|
Article in other languages:
|
Unan eus ar 5 kevrennad a ya d'ober ar mellkeineged int. Ar bronneged, an evned, ar stlejviled hag ar pesked eo ar re all.
EmdroadurAn divelfenneged kentañ a zeuas war-wel 370 milion a vloavezhioù 'zo, da vare an devonian hag ar mellkeineged kentañ e voent o trevadenniñ an douar. Al loened kentañ gant pevar ezel mellek e voent ivez pa emdroas o angelloù. Hag al loened kentañ gant malvennoù e voent c'hoazh. 280 milion a vloavezhioù 'zo e oa an divelfenneged al loened-douar niverusañ. E-pad an 70 milion a vloavezhioù war-lerc'h e voe kemeret o flas tamm-ha-tamm gant ar stlejviled hag ur bern spesadoù a yeas da get. Ar c'hroc'henNoazh ha meizh eo kroc'hen an divelfenneged. Fin a-walc'h eo evit bezañ treuzet gant an oksijen a ya war-eeun er gwad hag ul lodenn vat eus an divelfenneged a anal evel-se dre o c'hroc'hen. Gwagrennoù zo ennañ a servij da c'hlebiañ anezhañ. Daoust dezho e c'hell al loened-se disec'hañ buan ha ret eo dezho bezañ e lec'hioù gleb. Gwagrennoù all a servij da broduiñ binim a zo kreñv pe greñvoc'h hervez ar spesadoù. Kelc'hiad-buhezTeir lodenn zo e buhez an divelfenneged : ar vi, al larvenn hag al loen gour. Ar vetamorfozenn a vez graet eus an tremen eus larvenn da oad gour. Rummatadur3 urzhiad ha war-dro 6.000 spesad a ya d'ober kevrennad an divelfenneged : Questions for article: amfibiee |
||||||||||||||||||||||||
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.
IHS Europe: Infrared Heating Systems for Home and Business.